Johann Pachelbel

Johann Pachelbel

Ganedigezh 1añ Gwengolo 1653 (badeziant)
Nürnberg
Impalaeriezh santel roman german
Marv 9 Meurzh 1706 (obidoù)
Nürnberg
Broadelezh Hiziv : alaman
Barregezhioù
Pennañ Ograouer
Arall Sonaozour, kelenner
Oberennoù pennañ


Kanon und Gigue in D-Dur

Johann Pachelbel (distagadur LFE: ['joːhɑn 'paxɘlbɛl]), bet badezet d'ar 1añ a viz Gwengolo 1653 e Nürnberg, marvet eno d'an 3 a viz Meurzh 1706, a oa ur sonaozour, un ograouer hag ur c'helenner alaman en amzervezh ar stil barok (~1600-1764)[1].
Brudet eo evit bout kaset hengoun an ograoù en Alamagn ar Su d'e bep gwellañ. Savet en deus kalz oberennoù lik ha relijiel ; dre e labour war framm ar fugennoù hag ar c'horaloù-rakkerzh ez eo unan eus ar sonaozourion bennañ eus e amzer.

Berzh bras a reas sonerezh Johann Pachelbel a-hed e vuhez. Kalz skolidi en devoa, ha dont a reas e sonerezh da vout ur patrom evit sonaozourion Alamagn ar Su hag ar C'hreiz. Hiziv an deiz ez eo anavezet dre e "Ganon ha jig e Re muiañ" (Kanon und Gigue in D-Dur), e Chakonenn e Fa leiañ, hag dre argemmoù an Hexachordum Apollinis.

Levezonet e voe Johann Pachelbel gant sonaozourion alaman evel Johann Jakob Froberger (~1616-1667) ha Johann Kaspar Kerll (1627-1693) koulz ha gant an Italianed Girolamo Frescobaldi (1583-1643) pe c'hoazh Alessandro Poglietti (~1610-1683). Desket en devoe ivez digant sonaozourien c'hall ha re Nürnberg. Dre e zoare kendonel e levezonas d'e dro ar sonaozour Johann Sebastian Bach (1685-1750).

  1. La musique, les hommes, les instruments, les œuvres ; da varv ar sonaozour gall Jean-Philippe Rameau (1683-1764) e lakaer dibenn ar marevezh barok evit a sell ouzh ar sonerezh.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search